Post by BrocPost by OisinNos vad deoh, setu eun articl diwar Loeiz HERRIEU am eus laket ouz ma
blog "Keleier-Breiz". Pep hini a oar piou eo L-H , crouer ar gazetenn
"Dihunamb" hac eur stourmer braz ewid theod bretoned bro Wened.
http://keleier-breiz.blogspot.com/2011/07/loeis-herrieu.html
evid yez bretoned bro Wened.
Loeiz Herrieu s'occupait de leur langage, pas de leur organe gustatif.
Mad e vefe da adlenn pe adlenn geriadur " Le Pelletier" unan eus ar re
genta e brezonec hac a oa scrivet war dro an 17ved cantved. " Le
Pelletier" a scriv e gallec diwar ar gir "Yez" : " Red eo ober an
diforh etre "ar yez" hac "an théod", ar yez a so eun théod dister
implijet gand eun nebeud tud da scouer e veze lavaret " Yez ar
besketourien", "Yez ar laerion"... Ha n'eo ket "théod". Ewid Le
Pelletier ar gir gwir a zo "theod" ha tamm ebet "yez". Siwaz Kervarker
en deus implijet ar gir "Yez" ha coude ar re a zo deuet war e leh o
deus implijet ivé ar gir "yez" ewid "théod" hac ar "bzhirion" n'o deus
ket gellaet an traou. N'ouzoun ket perac den ebet n'en deus ket sonjet
da advoula eur geriadur ken pinvidic eget hini "Le Pelletier", da
scouer am eus cavet enna ar gir "Dizanc" ewid "libre, independant" se
zo gwelloh eget giriou evel "dizlh " ouspenn se ez eus scrivet ebarz
eur giriadur all "Dieub" n'eo ket implijet ewid an dud med nemed ewid
an traou.
Gouzout a ran mad ar brezonec a ya da goll dre ma n'eo ket desket eun
doare mad med luziet gand ar "BZH". Ar re goz evel ar re yaouanc o
deus distaget eus ar brezonec dre eman luziet gand strollad Mark
KERRAIN, Fransis FAVEREAU, Le CONADIC, Herve Le BIHAN ... Divi
KERVELLA...
Anken am eus da wellout eo dilezet ar brezonec ewid tud ken diouiziec.
Pep théod a zo liammed gand an douar pe eur barrés, e vez ma vez
lavaret e Breiz. Ne hellont ket croui eur yez ken pell deus an dud.