Discussion:
Mont war droad da bardon ar Folgoad
(trop ancien pour répondre)
Emglev An Tiegezhioù
il y a 14 ans
Permalink
Aotrou, Itron,

Bep bloaz da zerc'hent Sul kentañ miz Gwengolo e vez lidet un oferenn
vrezhonek er prad tro-kein Penn-iliz Itron Varia ar Folgoad.

D'an Oferenn-se e tired kalzik a dud, a bep korn eus bro-Leon, war droad
alies.

Evel-se e krog ar bloavezh-skol nevez : dont a ra an dud da bediñ ouzh treid
ar Werc'hez kurunennet, ha boaz e vezont da bokat an delwenn sakr e maen
kersanton, ha da lezel ur piled koar dirazi.

An emgav-se er Fogoad a zo c'hoazh moarvat an emgav a vod ar muiañ a
vrezhonegerien evit un dra e brezhoneg.

Kinnig a ra Emglev An Tiegezhioù evel bep bloaz d'en em gavout evit an
degouezh-se, ha mont war droad d'ar Folgoad war hed 7 kilometr a-dreuz
maezioù bro-Leon.
Evel bep bloaz eta e c'hellit dont d'al lec'h m'en em gavas tad ha mamm Sant
Herve : chapel Landouzen An Dreneg.

Digor e vo ar chapel, ha loc'hañ a raimp da 16 eur rik diouzh chapel
Landouzen.

Tu a vo da lezel e garr e-kichen ar chapel, ha kenweturañ a vo graet da gas
ar vlenierien en-dro da Landouzen d'o gaout en-dro.

Da 18 eur e vo kroget gant an Oferenn. Goude an oferenn ez eus tu da zegas e
voued ha da zebriñ war ar plas da c'hortoz prosesion ar gouloù.

Deuit eta disadorn da vale etre Landouzen hag ar Folgoad, evit kregiñ gant
ar bloavezh-skol nevez !

a wir galon,
Tepod Gwilhmod,
evit Emglev An Tiegezhioù.
http://pagesperso-orange.fr/Kannadig/
Hocine Nedjar
il y a 14 ans
Permalink
On 30 août, 15:50, "Emglev An Tiegezhioù" <tgwilhmodarobaseorange.fr>
...
1- Salud deoh Tepod, e gwirioné en em houlenn ma vije mad deoh da
lezel kement spamou ama ? Chui a scri enep an dud diboell a gers enep
gwiriou an den med d'am sonj pa lezit kement spamou ar re " Pigmé" hac
unan all , d'am sonj chui a lezel an nor digor braz ewid an ancou.
Plijadur o peus da wellout kement saotradur ama ? Penaos tud ken seven
eveloh hac evedoun ha brezonegerion all a hellom gousanv an dra se ?

2- N'ouzoun ked ma ne vije reizoh scriva ar giriou " Autrou hac Itron"
gand al liester ? D'am sonj e vefe reisoh scriv " Autrounez ha
Itronez".

3- Tepod lar dein ma ne vije ked doare da lakaat an oferenn brezonec
se war al linenn ewid tud ne hellont mond e di ha coulscoude int a so
tost dezo ar brezonec ?

Ho heneil Houssine al Najaar.

Ps : meur an amzair a sonjan chui eo a scrive "Petra o peus graet
hirio ewid ar brezonec"!

Loading...