Discussion:
Santez Juliana Norwich, marvet e 1456.
(trop ancien pour répondre)
Emglev An Tiegezhioù
2011-12-23 10:33:19 UTC
Permalink
“ Daoust d’hon sempladurezh ha d’hon dallentez en hor prantad buhez war
an douar, eo hegarat a-walc’h hon Salver evit sellout dalc’hmat ouzhimp
o labourat. Ar brasañ plijadur a c’hellfemp ober dezhañ eo her gouzout
ervat ha bezañ laouen war un dro gantañ. Rak, e gwirionez, evel ma vimp
da holl viken e gwenvidigezh Doue ouzh e veuliñ hag e drugarekaat,
evel-se ivez emaomp a holl viskoazh en e ragevezh. A holl viskoazh en
deus karet hag anavezet pep hini ac’hanomp, ha gant ar garantez-se eo e
tiwall ac’hanomp ; ne bermet morse e vefemp gloazet diremed. Da zeiz ar
varn ne c’hello den lavarout e c’hellje bezañ bet gwelloc’h e stal.
Lavarout a raimp holl : Bezit benniget, Aotrou, dre m’eo bet mat pep
tra, rak sevenet eo bet hervez an urzh mennet ganeoc’h abaoe deroù ar
bed. “ Santez Juliana Norwich, marvet e 1456.
--
Lec'hienn Emglev An Tiegezhioù : http://kannadig.pagesperso-orange.fr/
Hocine Nedjar
2011-12-23 21:36:04 UTC
Permalink
Post by Emglev An Tiegezhioù
“ Daoust d’hon sempladurezh ha d’hon dallentez en hor prantad buhez war
an douar, eo hegarat a-walc’h hon Salver evit sellout dalc’hmat ouzhimp
o labourat. Ar brasañ plijadur a c’hellfemp ober dezhañ eo her gouzout
ervat ha bezañ laouen war un dro gantañ. Rak, e gwirionez, evel ma vimp
  da holl viken e gwenvidigezh Doue ouzh e veuliñ hag e drugarekaat,
evel-se ivez emaomp a holl viskoazh en e ragevezh. A holl viskoazh en
deus karet hag anavezet pep hini ac’hanomp, ha gant ar garantez-se eo e
tiwall ac’hanomp ; ne bermet morse e vefemp gloazet diremed. Da zeiz ar
varn ne c’hello den lavarout e c’hellje bezañ bet gwelloc’h e stal.
Lavarout a raimp holl : Bezit benniget, Aotrou, dre m’eo bet mat pep
tra, rak sevenet eo bet hervez an urzh mennet ganeoc’h abaoe deroù ar
bed. “  Santez Juliana Norwich, marvet e 1456.
--
Lec'hienn Emglev An Tiegezhioù :http://kannadig.pagesperso-orange.fr/
Droug spontus eo gwalout kement ar "zh" !! Se a zirenka al lenner !
Ouzpenn se a gredann ar "bzh" n'eo nemed ano " Bélzebuth" hac a glask
direnka an dud ! Ne welan ket perac chui a scriv eun théod
dibouell ??? Pep den e Breis-Isél en deus ar gwir d'é deod. Ar re deus
bro leon o deus ar gwir da scriva o deod evel ar re deus bro Wened ,
bro Dreger, bro Gerne.... Pegen plijadur am eus lenn eul leor scrivet
e brezonec disaotreet ! Leoriou " Em-Gleo Breis-Isel" a gavan mad a
walac'h coulscoude ne blij ket din o doare da laka diou lizerenn a
wechou dirac al lizerenn gemet .

Houcine Nedjar.

Loading...