e***@nospam.org
2011-08-01 09:43:33 UTC
Ni, izili AFB-EKB , zo o saludiñ memor Per Denez. Hennez en deus
gouestlet e vuhez d'ar brezhoneg ha d 'hor bro. Stummet en deus kalz a
studierien yaouank war dachenn ar Brezhoneg, en ur c'houzout e oa ret
ivez enaouiñ enno un emskiant politikel gwirion. A-hend-all e vefe bet
skubet kuit e labour abalamour da itrikoù hon enebourien.
Lod , hag int niverus emichañs, zo dija o tamall dezhañ bezañ graet
emglevioù gant enebourien hon bro Ni, er c'hontrol, a lavar en deus
ranket Per Denez tremen gwech ha gwech all dre henchoù treuz evit
tizhout ar pal ha bezañ trec'h ; seurt doare-ober 'vez anvet
diplomatiezh. Hag er c'heñver-se arabat deomp ankounac'haat an
aotreegezh Brezhoneg a zo bet gounezet a drugarez dezhañ, a drugarez d'e
zalc'husted, hep kontañ ar mell labour en deus kaset da-benn evel kelenner.
Lavaromp ivez, evit klozañ, ez eo bet Per Denez ur Breizhad kar-e-vro ma
tleomp dougen dezhañ hon doujañs hag istim.