Discussion:
Keleier dibenn bloaz
(trop ancien pour répondre)
Emglev An Tiegezhioù
2011-12-23 11:37:31 UTC
Permalink
Keleier

- ur blog a vez bouetet gant Paol Kalvez, ingal, a-wechoù bemdez,
gant reflexionoù profitabl, frazennoù berr gant sent pe tud santel pe
c'hoazh tud a breder.
Setu amañ al liamm :
https://docs.google.com/document/d/1LP7nBJBS5Ar50puIS6yL4TG24TTzdwp21PO4jrUA7J8/edit?pli=1

- ezhomm hor befe sikour a youl vat a-benn reizhañ testennoù ar
C'hannadig (c'hwi a verzo ez eus bet klasket reizhañ fazioù 'zo war ar
c'hannadig en-linenn) ,
sevel pennadoù (skrivañ a zo un doare mat evit perc'hennañ ar yezh
tamm ha tamm, hag evit derc'hel da sellout ouzh prenestr digor bras ar
bed evel ma lavare Roparz Hemon ha Youenn Olier) liesseurtoc'h,
sevel renabl ar gelaouenn, he skignañ gwelloc'h ;
ober war-dro ar bruderezh, al lec'hienn...
Kement tra a vo graet dre ar brezhoneg a laka anezhañ da vevañ ha
da vezañ. Hen ober evit Rouantelezh Doue a laka ar C'heloù mat da vezañ
gwelus e bedig-bed an Emsav peuzdic'houzvezh war ar relijion gatolik
a-benn bremañ. Ma ne reomp ket hon dever, "Ar Vein a grio !" (Luk. 19, 40)

- karout a rafemp skignañ al levrioù a zo e stalig Imbourc'h, Enez
ar Vertuz Youenn Olier da skouer : setu ur prof a zoare evit gouelioù
dibenn ar bloaz (a en em gav un tamm re ziwezhat avat...) : sellout ouzh
al lec'hienn.

- d'ar sul 14 a viz Genver adalek 14 eur 30 betek 16 eur 30 :
Studiañ Aviel Sant Yann, du-mañ e Kergreven Trelevenez : gant an
emgav-mañ e karfemp aozañ emgavioù mareadek (miziek da skouer) evit
studiañ an Aviel ha pediñ e brezhoneg (gousperou), un digarez ivez d'en
em gavout.
Nedeleg santel ha laouen da bep hini ac'hanoc'h !

a wir galon,
Tepod Gwilhmod,
evit Emglev An Tiegezhioù.
--
Lec'hienn Emglev An Tiegezhioù : http://kannadig.pagesperso-orange.fr/
Hocine Nedjar
2011-12-23 21:24:02 UTC
Permalink
     Keleier
     - ur blog a vez bouetet gant Paol Kalvez, ingal, a-wechoù bemdez,
gant reflexionoù profitabl, frazennoù berr gant sent pe tud santel pe
c'hoazh tud a breder.
     Setu amañ al liamm :https://docs.google.com/document/d/1LP7nBJBS5Ar50puIS6yL4TG24TTzdwp21...
     - ezhomm hor befe sikour a youl vat a-benn reizhañ testennoù ar
C'hannadig (c'hwi a verzo ez eus bet klasket reizhañ fazioù 'zo war ar
c'hannadig en-linenn) ,
     sevel pennadoù (skrivañ a zo un doare mat evit perc'hennañ ar yezh
tamm ha tamm, hag evit derc'hel da sellout ouzh prenestr digor bras ar
bed evel ma lavare Roparz Hemon ha Youenn Olier) liesseurtoc'h,
     sevel renabl ar gelaouenn, he skignañ gwelloc'h ;
     ober war-dro ar bruderezh, al lec'hienn...
     Kement tra a vo graet dre ar brezhoneg a laka anezhañ da vevañ ha
da vezañ. Hen ober evit Rouantelezh Doue a laka ar C'heloù mat da vezañ
gwelus e bedig-bed an Emsav peuzdic'houzvezh war ar relijion gatolik
a-benn bremañ. Ma ne reomp ket hon dever, "Ar Vein a grio !" (Luk. 19, 40)
     - karout a rafemp skignañ al levrioù a zo e stalig Imbourc'h, Enez
ar Vertuz Youenn Olier da skouer : setu ur prof a zoare evit gouelioù
dibenn ar bloaz (a en em gav un tamm re ziwezhat avat...) : sellout ouzh
al lec'hienn.
Studiañ Aviel Sant Yann, du-mañ e Kergreven Trelevenez : gant an
emgav-mañ e karfemp aozañ emgavioù mareadek (miziek da skouer) evit
studiañ an Aviel ha pediñ e brezhoneg (gousperou), un digarez ivez d'en
em gavout.
      Nedeleg santel ha laouen da bep hini ac'hanoc'h !
     a wir galon,
     Tepod Gwilhmod,
     evit Emglev An Tiegezhioù.
--
Lec'hienn Emglev An Tiegezhioù :http://kannadig.pagesperso-orange.fr/
Tepod Nedeleg Laouenn deoh coulscoude n'oun ket eur gristen med eur
musulmis oun.

Tepod ne wéllan ket perac ne vije ket aozet eun dévés deskadurés digor
d'an oll eur wesh pep bloa ? Ha presegennou an devés e vezo ambannet ?
Reth eo gouzout e pep vro e pep théod e vez graet devesiou preseg var
eun danvés bennac.

Houcine Nedjar.

Loading...