Discussion:
"AN HILDA" 1905-2011, 106 bloa so beuzet etal Sant-malo
(trop ancien pour répondre)
Hocine Nedjar
2011-11-06 16:31:03 UTC
Permalink
Sethu petra a scrivé ar sisuniec bresonec " Ar Bobl" diwar pensé " AN
HILDA ":

Sadorn an 25 a vis Du 1905, an eil bloa , niverenn 62: Penrener :
Fransez JAFFRENOU.

Darvoud-mor spontus kishen Sant-Malo:
Eul lestr braz goueleded- Chouech-ugent den beusét.- Seitec-ha-tri-
ugent Breton en o mesk.

Eun darvoud-mor spontus, hag a zigas da zonj deus an darvoud terrupl
all hag a oa choarvezet kishen Brest gant al lestr braz saoz Drummond
Castle, a so o paouès erruout tostik tost da bors Sant-Malo disadorn
da noz.

Al lestr-braz Hilda, deus compagnunès ar " South-Western" pehini a
rea servish ar beajourien etre Sant-Malo ha Southampton en Bro-Saoz, a
so eat d'ar fons corf ha madou.

Ar vatimant-ma a oa ennhi chouech ha chouech ugent den bennac, eus a
bere e oa 82 gwerzer ougnoun deus Rosco ha Castell-Paol, o tizrei deus
o zroiad en Bro-Saoz, 20 beajour, ha 24 den akuipaj.

Var an Hilda eo e oa eat da Vreiz-Veur, en mis eost 1904, ar Vorzed a
en em rentas da Eistedfod Caernarvon.

Al lestr Hilda en devoa 250 troadad hed ha 15 troadad fonz. Ne oa ket
eur vatimant goz anezi, penegwir ne oa construet nemed en 1882.

Al lestr a oa gortozet en pors Sant-Malo da 4 heur deus an abardaez.
Evel ma n'errue ket , ar gederien a gomansaz beza nechet, gant an
tempest a chouézé war ar mor, hac erch a kouezé zoken.
A hed an noz e shomaz an Hilda heb erruont.
Disul vintin e oa clevet ar chélou truesus. An Hilda a oa stoket eus
eur roched, diou leo bennac deus ar pors, an dour a antreaz ennhi hac
e ouélédaz eno e-creis an devalijen.
Ar maleur a so bet gwellet da genta gant ar vatimant saoz Ada, pehini
a bartié deus Sant-Malo disul vintin. Pa oa erru kenver gant reier an
" Dorejou " evel emaint hanvet, tud an Ada a welaz gwerniou o tont er
méas ar mor. An Ada a dosteas, hac a anaveas gwerniou an Hilda
astennet var e gostez en strat ar mor, eur chilometr bennac deus tour-
tan ar Jerdin. En bek-bek eur wernen, eur boshad tud a oa a-stribill
choaz.

Cabiten an Ada a gasas dustu diou vag d'o cherchet. Mez pa oant erru
tost, e welshont e oant maro ha scornet, nemed chouech hepken aneso,
pere a oa ambarket ha digaset da hospital Sant-Malo.

Ar Vretoned a ia beb bloas, evel ma ouser, da wersa ougnoun da Vro-
Saoz.
Casi holl int deus costès Rosco. Ar re a oa var an Hilda a oa deus ar
rumad se.

Al lestr en eur heurta och ar garrec, a réas eur strak, hac an dour-
mor a zeuas en eun taol betec ar shaoudierennou, hac achano e veusas
an holl draou, hac e surprenas an dud kéz cousket d'ar mare se.

Mar so bet beuset kement a dud, e fot lakat kement ma ivé var gont an
amzair , rac an dour a oa scornet, ha cals a so marvet gant ar riou.

Eun neubeut paseourien o doa gallet coulscoude distaga eur vag , mond
ennhi, ha kemeret an tech. Mez allas , n'ouzent roud a-bed dre eno, ha
13 corf maro a so bet disoloet d'ar sul vintin e kenver gant bek-
douar ST-Kast. En touez ar re-ma, e oa teir gwreg hac eur bugel.

Sed ama hanoiou ar pemp Breton saveteed gant an Ada, dre m'o doa bet
ners awalach da shom stag ous bek ar wern :

Jean-Louis Mouster, deus Ar Fouille, Olier Caroff, deus Rosco; Louis
Rozec, deus Guitevede ; Paul-Mari Penn ha Tanguy, An Aot deus Kleder.

An taner, eur Saoz hanvet Greenter, a so bet saveteet ivé.

Panevet e oa arru an Ada da dremenn eno ha d'o zavetei, biken den
n'en dije clevet penos e oa erruet an darvoud spontus-ma, choarvezet e
vije evel gant al lestr les Cousins Réunis, goueledet er mémez lech,
gand dek ha chouech ugent pasajour varnezan, pere veuzas deus ar
chenta d'an diveza !

Setu ama penos eo erruet an darvoud.

Ar chabiten Gregory, gourchemenner an Hilda, a oa eur martolod mad,
penegwir en doa great ouspenn 4000 gwesh ar donemonea etre Sant-Malo
ha Southampton. E lestr a oa bet dalchet e creis ar mor ar vorèn, hac
evel se en doa collet avantash al lano.
Dre walshans, pa oa an Hilda o comans tostaat ous pasash Sant-Malo,
eun tempest casarch a zeuas, hac a voushas an hent. Awalch e oa bet
d'ar vatiment disvia eus a ugent goured divar an arouden , evid skei
var eur bekmen ha toulla.

Ar strons a oa ken souden ha ken crenv, ma leunias an dour ar
vatimant en eur taol. Ar re a oa var ar pont a hallas pignat en begou
ar gwerniou.

- Var blas ar pensé :

Dimeurs da nos , 60 corf maro a oa bet distaolet gant ar mor . Ugent
anezo hepken a so bet
anavezet. An Aotrou d'Herbais, maer Rosco, a so partiet da Sant-Malo.
E adjent a so ivé, ha 6 gwas ha 6 plah. A hend all, cals a dud a so
deuet ivé deus costé Castell, Ploueskat, Rosco, Treflez, da esaat
anaout kerent dezo e mesk ar chorfou.
Cals eus ar werzerien ougnoun a oa varno kement tam archant o doa
gouneet. An archant cavet var ar re varo a so bet lakeet pep hini en e
bart e-unan, hac a vezo rentet d’o famillou, pa vo bet anavezet mad an
holl viktimou.
- Daou Vreton all, deus Castell, unan hanvet Jean-Mari Perron, hac eur
hamarad dezan , o doa manket ar vatimant-se eus a 5 munut hepken en
Southampton. Setu daou zen a shans !

- Dilun, ar South-Western, eul lestr all, a so erru e Sant-Malo, ha
naontek gwerzer-ougnoun varnesan, holl eus Leon.
- Ar horfou penseet (naufragés) a oa holl en dro dezo ar gouris-
savetash.
An dour sclaset eo he deus lahet anezo eta. Gwelet ar horfou-se en
iliz Sant-Cast a so eun dra horrupl. En eur fos vraz ha don e vezont
interet da lacat o anaout. Montshou ar re penseet a so houbet holl var
11 heur 40 munut nos, ar pez a ziscuez sclear da bed heur eo digoueset
ar strons marvel.

Ar glachar e bro-Leon:

Dre holl barreziou Rosco, Plousecat, Castell, Kleder, evel ma lavar
hon scrivagner Coursin, ar famillou a so er glachar hag en
dristidigez.

Gwerzerion ougnon an Autrou Pichon, deus Rosco, renet gant tri breur
dezan, a gontet a so beuzet holl. Naontek a oa anezo.
Diou gompagnunnez all, re Calarnou ha Kivijer, dious Kleder, a greder
a so kollet ivé.
Niz Galarnou, eur paotrik a 14 vloaz mevel gant an Ao. d’Herbois a so
e touez ar re veuzet.

Hanoiou ar Vretoned beuzet , bet anavezet betec-henn :

Deus Kleder, Rosco hag an dro :

Louis Quivigner, Paul Bloch; Jean-Marie Postec, Hervé Bihan , René
Bihan, François ha Jean-Marie Irien, Louis ha Jean-Marie
Montfort ,Paul Lesquen, Jacques Toulec, Jean-Marie Bihan, Jean-Marie
Perrou, François Postec, Yves, Jacques ha Jean Velly, François ha
Jean Velly, François Abhamou, Yves Guivarch, Yves Ar Gwen, daou vreur
Calarnou ha Jean-Marie Calarnou. Jean hac Yves Simon, Jean hac Eugène
Kerbiriou, Leon, Jean-François ha Guillom Pichon, François Crignou,
Quemener, J.M.Peron.

Deus Plouescat hac an dro :

Paul ha Jean Jaouen, Louis Nicolas, Yves Sann, Y. Brochec, Ch. Ar
Goff.
Deus Plougoulm hac an dro :

Jean-Marie ha François Penndu, Creac’h.

Deus Sibiril hac an dro :

Paul Bihan, Y.-M.Ollivier, Louis Ar Saout, Yves ha Claude Tanguy,
Cadiou.

Deus Treflez :

F.Goanvec

Deus Ar Fouille :

Jean Botorel, Jean-Marie Pogam.

Deus Sant-Briek:

Marie-Léonie Cuziat, Louis Ropert.

Mankout a ra 22 hano.
Hocine Nedjar
2011-11-08 10:16:28 UTC

Setu an articl laket em fajenn " Facebook" :

https://docs.google.com/document/pub?id=10C-Zir7INB7ITWHDUN1wc--riErndu53d-0h6WTyzoM&pli=1
Loading...